Arnaud Elegoët : « Ret eo embann danvez diouzh ar c’hiz en hor yezh »
Tintin , Titeuf pe c’hoazh Diaoulez Aelez : levrioù a-vremañ, a blij d’ar re yaouank, a vez embannet gant Bannoù-heol , meret gant Arnaud Elegoët .
E 1999 e oa. D’ar mare-se e oan kelenner war ar muzik e skolaj Diwan Kemper hag e oan bet da welet al levraoueg. Gwelet m’oa ne oa ket kalz levrioù e brezhoneg evit ar re yaouank. Pellgomzet m’oa neuze da di-embann Dargaud, e Pariz, evit goulenn ganto ha posupl e vefe embann Boule et Bill e brezhoneg. Lâret o doa ya diouzhtu. Ne c’hortozen ket ur respont ken aes, souezhet oan bet ! Goulennet o doa diganin da beseurt anv kas ar c’hevradoù, neuze m’oa kavet buan an anv Bannoù-heol o soñjal e bannoù-treset. Evel-se e oa kroget an traoù ! Ma vefe bet lâret din an deiz se ne oa ket posupl, pe re luziet, ne vefen ket bet pelloc’h.
Da lenn ivez : Yaouankiz er vro : « Ar raktres-mañ a ziskouez emañ bev ar brezhoneg »
Titeuf, da gentañ, a blije kalz d’ar vugale d’ar mare se. Daou pe dri zoken am boa embannet, troet gant skolajidi Diwan ar Releg, gant sikour ar c’helenner Gwenole Bihannig. Kavet m’oa dreist e vefe ivez ur raktres pedagogel, gant anv pep skoliad war al levr ! War-lerc’h hon oa kendalc’het, gant Arzhig Du pe Mortelle Adèle , troet gant skolajidi Kemper ar wech-mañ.
Titeuf, Boulig ha Billig , Thorgal… Azasaet ho peus ur bern levrioù brudet, a blij kalz d’an dud, se oa ar pal ?
O klask e oan mennozhioù a-gleiz hag a-zehoù, peogwir n’eo ket ma micher tamm ebet ! Alies e c’houlennen gant ar skolajidi a oa dirazon peseurt bandenn dreset a blije dezho. Hag ouzhpenn-se e soñjen e oa mat diskouez e oa ar brezhoneg ur yezh vev, modern, hag e oa tu embann danvez diouzh ar c’hiz en hor yezh.
Pa oan yaouank, ma mamm a oa skolaerez unyezhek. Profet e oa bet d’ar mare-se levrioù da holl skolidi Penn-ar-Bed. Ganti oan bet da glask al levrioù hag e oan bet estonet bras o welet e oa Spot pe Tintin e brezhoneg ! Ar pezh n’oa souezhet ac’hanon kalz a oa gwelet e oa memes kalite embann etre brezhoneg ha galleg. Evidon, ar brezhoneg a oa ur yezh kozh, ne gomzen ket anezhi, ne oan ket dedennet tamm ebet. Gwelet un Tintin e brezhoneg a oa bet evidon ur burzhud.
Embann levrioù brudet, anavezet gant an holl, a zo ivez un doare d’ober bruderezh evit ar yezh.
Da lenn ivez : « Un taol-kaer eo ! » : Patati, ar greizenn dudi gentañ e brezhoneg e Liger-Atlantel
Un doare eo da ziskouez d’ar gerent e vez graet traoù e brezhoneg evit o bugale.
Ya. Tamm-ha-tamm e vez desket, gant mignoned, tud a-vicher, sikour m’oa bet. Hiziv c’hoazh e c’houlennan alioù pe sikourioù gant tud a-vicher.
Embannet hon eus da skouer ul levr gant ur bladenn, Kan ar bed , e 2018. Alies e veze goulennet ganin pegoulz e vefe krouet traoù ganeomp. Un tammig aon am boa : n’eo ket ma micher, ne ouien ket petra kinnig, aon em boa da c’hwitañ. Ur mignon din a lâre din enrollañ ur bladenn. Penn-kentañ e oa ur raktres gant ur ganerez hag un nebeud sonerien.
5News a agrégé ce résumé depuis le flux public du média. L'article complet, avec tout le contexte, est sur www.ouest-france.fr — le contenu appartient à Ouest-France.