William McMillan, ur Minnesotad e Breizh : « E brezhoneg e saludan an dud ! »
En Tara Inn , war borzh kenwerzh Brest, e oa bet roet emgav deomp gant William McMillan , araok ma krogfe e servij. E-pad an hañv e labour a-dreñv da gontouer an davarn-mañ, mil-anavezet evit festoù-deiz ar Sul, festoù-noz al Lun, an aergelc’h simpa hag ar boued lipous.
E brezhoneg e vez degemeret an dud gant ar paotr yaouank, 26 vloaz anezhañ. « Hag alies e vez respontet din e brezhoneg ! » , emezañ, staliet war ur gador. Ur pouez-mouezh a vez klevet, met n’eo ket anat gouzout e teu deus ar Stadoù Unanet – nemet pa lavar « ou » e-plas « u » . « Buhez » a zeu da skouer da vezañ « bouhez » en e c’henoù.
Lenn ivez : E ti Warenghem e labour Gianni Castellano, tremenet deus gwiniegi ar Chianti da vro ar sistr
Boaz eo bet William McMillan da zeskiñ meur a yezh abaoe e vugaleaj : spagnoleg a gleve pa oa mous war maezioù Bro-Galifornia, kalz a Veksikaned enno. Da vare e grennardiezh e oa aet war-raok gant ar galleg, o sellet ouzh krogadoù mell-droad Lig 1 en tele. E-mod-se en doa dizoloet a-daol-trumm skipailh Roazhon … ha Breizh er memes koulz. « Kreñv eo an identelezh er c’hlub, a-raok pep krogad e vez kanet Bro gozh ma zadoù ha gwelet e vez ar Gwenn-ha-Du. » Da 15 vloaz en doa staget unan ouzh moger e gambr er Minnesota, e-lec’h en doa dilojet gant e familh. Du-hont en Norzh, e-kichen harzoù ar C’hanada, en doa tapet stumm-lavar ar C’hebekiz. Ha goude bezañ bet o studiañ e Pariz el lise e lavare « wesh » , rak mignon e oa gant krennarded a-orin eus ar Maghreb.
Desket en deus ar c’hatalaneg o sellet ouzh ar film L’Auberge espagnole , ar c’hastillaneg « un tammig » , ar gouezeleg a vro iwerzhon… Hag ar brezhoneg ! E penn-kentañ ar bloavezh 2026 en deus kroget. A-wechoù eo diaes dezhañ kavout ur ger pe ur verb, a-wechoù en deus mizer da lakaat ar verb en eil plas, met dont a ra brav gantañ memes tra. Gant ar savenn Desketa ha stajoù Skol an Emsav eo aet war-raok pa oa o chom e Roazhon. Bremañ e heul div gentel brevez bep sizhun amañ, e Brest, e-lec’h emañ o chom abaoe tri miz. Liv Bro-Dreger a blijfe dezhañ kaout, met evit poent e vez desket gantañ ur brezhoneg standard. Gerioù ha troioù-lavar a vo sur a-walc’h dastumet gantañ evit ober e vrezhoneg dezhañ.
William McMillan a oar mat e vez graet tamm-ha-tamm e vragoù da Yann. « Gwelloc’h eo ankounac’haat e loc’h pa vez desket ur yezh » , emezañ. En ti vara pe en ostalerioù PMU e za e brezhoneg gant an dud evit klask brezhonegerien ha brezhonegerezed : seul vuioc’h e vo klevet tro-dro d’an dud, seul natureloc’h e vo.
Muioc’h-mui a dud a za da welet anezhañ evit komz, rak anavezet eo bremañ e bedig-bed ar brezhoneg. E miz Meurzh 2026 en deus krouet ur c’hont Instagram anvet « Ar Minnesotad », pa oa o sevel ur c’hounskrid e skol-veur Roazhon-2 diwar-benn implij ar brezhoneg gant ar re yaouank. « En ma enklask master e veze lavaret gant kalz a dud yaouank er skolioù Diwan ne oa ket kalz a vrezhoneg war ar rouedadoù sokial, ha c’hoant m’oa diskouez e oa posupl. Ar brezhoneg a zo graet evit bezañ implijet bemdez hag e pep lec’h. » War e gont e lak videoioù e brezhoneg ar peurliesañ, istitlet e galleg hag e saozneg, evit deskiñ ar yezh.
5News a agrégé ce résumé depuis le flux public du média. L'article complet, avec tout le contexte, est sur www.ouest-france.fr — le contenu appartient à Ouest-France.