DJ Miss Blue : « Me meus div bersonelez disheñvel-mik »
Meur a dal a zo d’un den. DJ Miss Blue he deus daou, disheñvel-mik an eil ouzh egile : « Me meus ur bersonelezh a blij dezhi luskoù pounner, kalet met tomm. Elektro, fonnus. Gallout a ran riboulat e-pad sizhunvezhioù, bezañ e-touez ar re ziwezhañ atav, oc’h evañ banneoù ha banneoù. Hag eus un tu all, mont da Vro-India hag ober yoga bemdez hep evañ takenn alkol ebet » .
En he raktres nevez-flamm, savet asambles gant ar soner piano Tanguy Girard , eus ar strollad reggae Rasta Bigoud , e ginnig ur sonerezh « tomm » , gant tonioù reggae roots, awenet gant al luskad Rastafari hag an dance hall, ur stil poblek, liammet an daou gant Bro-Jamaika. « Dre zegouezh eo bet graet, deuet eo da gomz ganin goude ur sonadeg am oa graet e Enez-Sun e-pad an hañv ha graet hon eus un impro. Eñ oa o seniñ ha me o sonveskañ. » Diouzhtu eo bet plijet tud a bep oad.
Da lenn ivez : Musiques en Bretagne : « Skignañ arzourien ar vro a zo ur jestr simpl evit kempouezañ an traoù »
Mil-vrudet eo plac’h Roazhon, 47 vloaz anezhi, evit he stil muzik elektro Breizh’n’bass. Anv he fladenn gentañ eo ivez, deuet er-maez e 2012. Warni e vez kavet tonioù hengounel muzik Breizh mesket gant stiloù a blij dezhi : reggae, hip hop, jungle drum’n bass… Sonerezh underground etrevroadel a ne vez ket selaouet er radio. « Pa oan yaouank moa bet ar chañs da vont da leun a goñserioù » , emezi. « Fiziañs o doa ma zud ennon, kalz a frankiz veze roet din ha da 16 vloaz ez aen d’an Ubu, da vBistro La Cité, d’ar gouel Trans musicales … En em vesket on bet gant tud eus orinoù disheñvel ha kouezhet on e garantez gant ar sevenadur-kêr dre an dañs, ar mix hag ar graffiti. »
Ne oa ket dedennet « tamm ebet » gant sonerezh Breizh e-pad he yaouankiz. Padal ez ae memestra merc’h Lena Louarn , bet bezprezidantez Rannvro Breizh e-karg eus ar yezhoù, d’ar festoù-noz ha da C’houel broadel ar brezhoneg gant he familh stourmerien. Dañsal a blije dezhi kement, ken naturel e oa dezhi, heñvel ouzh ober marc’h-houarn. Kalz a blijadur he doa er gouelioù-se, o vont e brezhoneg gant tud yaouank all, o vezañ e-karg eus ar c’hef memes hag o kinnig ar bruderezh ouzh ar mikro adalek 14 vloaz.
Krog e oa da zeskiñ meskañ pladennoù du gant he mignoned e Tolosa pa oa oc’h heuliañ studioù war an antropologiezh. An holl anezho a oa DJ. Unan en doa kavet dafar marc’had-mat. Ur wech echu he studioù e oa distroet da Roazhon.
Evit klask levezon he doa sellet barzh armel he mamm. Viniloù sonerezh James Bond pe kanaouennoù ar c’hoarezed Goadeg he doa kavet. Lakaet he doa Les gens qui portent une montre . C’hoarzhet he doa rak gant dale e oa hi atav, heñvel ouzh lapin gwenn Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù . Ur son elektronek drum’n’bass, fonnus ha lusket, he doa klevet.
E penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 e oa. Ganet e oa ur stil ha lañset e oa bet diouzhtu Bleunienn Jégou-Louarn war leurennoù bras Roazhon. « War ar seblant e oa bet graet traoù dammheñvel gant Alan Stivell ha Denez Prigent ivez met ne selaouen ket outo. »
Leun eo bet ar mizioù paseet eviti. « Skuizhus-tre » int bet zoken : gwelet eo bet DJ Miss Blue e Gouel broadel ar brezhoneg, er Francofolies e La Rochelle, e Gouelioù Kerne hag e Gouel etrekeltiek en Oriant .
5News a agrégé ce résumé depuis le flux public du média. L'article complet, avec tout le contexte, est sur www.ouest-france.fr — le contenu appartient à Ouest-France.